FR3 Breizh : DIBAB AR GALLEG

FR3 Breizh : DIBAB AR GALLEG

Abaoe meur a sizhun n’eus tamm brezhoneg ebet ken war gwagennoù Frañs 3. Ur gemenadenn zo bet embannet gant renerezh “France télévision” d’ar 24 a viz Ebrel, c’hoant gantañ moarvat da respont d’ar goulennoù savet gant kalz a dud, sellerien anezho, na gomprenent ket perak ne c’hellent ket klevout o yezh ken en télé. Hervez ar renerezh ez eus bet ehanet skignañ an holl vagazinoù produet gant France 3, ar re e brezhoneg e o zouez. Abegoù surentez yec’hed a zo kaoz d’ar chenchamantoù-mañ. Mat.

 

Dav eo deomp laret memestra en deus lakaet ar renerezh tost 5 sinzunvezh araok displegañ d’ar sellerien vrezhonek (a bae an taoz skinwel evel an holl) perak e oa aet diwar wel ha diwar glev o abadennoù muiañ-karet. Gwall skañv eo an emzalc’h-mañ evidomp e Breizh War-Raok, pe gwasoc’h c’hoazh dismegañsus.

Met deomp pelloc’h. hervez ar gemenadenn ne dalvezh ket an dra-mañ eo chomet a-sav engouestl France3 evit ar brezhoneg. Hag int da venegiñ traoù e brezhoneg a c’heller sellet outo dre lec’hienn internet ar chadenn : tresadennoù bev evit ar vugale pe adskignadennoù darvoudoù bras e-giz gouel ar etrekeltiek an Oriant pe ar cyber fest-noz.

 

Bezomp sklaer, e Breizh War-Raok n’omp ket tud diwar lec’h ha ne nac’homp ket ar kinnigoù degaset gant ar rouedad. Mat eo deomp an intrudu-mañ eta. Un dra memestra ha n’eo ket un draig, perak bezañ dibabet lemel kuit ar brezhoneg eus ar chadenn ha derc’hell ar galleg ? Gant gerioù all perak n’eus ket bet dibabet plediñ en un doare kempouez gant an div yezh ? E Breizh War-Raok e sonj deomp emañ ar respont er goulenn. Embann a reomp en-dro en un doare sklaer eo pase poent deomp ni Bretoned sevel ur gwir chadenn skinwel e brezhoneg gant ur gwir blas evit ar brezhoneg. Ur plas da vat ha ne vo ket krennet diouzh stultennoù tud ‘zo e Pariz pe enkadennoù a bep seurt, yec’hed pe troù all.

Michel Le Tallec

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.