Construire ensemble notre avenir pour la Bretagne !

Programme - Pour la Bretagne !

Nous constatons que le centralisme a échoué et échouera encore dans la lutte contre les inégalités territoriales, économiques et sociales. Il y a urgence à faire émerger une nouvelle offre, celle d’une vraie régionalisation. Faisons route ensemble sans nécessairement tout partager. L’important c’est une marche convergente vers quelques objectifs concrets, lesquels permettront de retenir l’attention de nos compatriotes et de donner un nouvel élan au mouvement breton. Avec à terme, la volonté affirmée d’obtenir une assemblée de Bretagne, dotée de pouvoirs législatifs et fiscaux et ce dans le cadre de la réunification.

Soyons les entrepreneurs de notre territoire et ne laissons pas sur les sujets qui nous sont essentiels, Paris décider à notre place !

“Vivre, Décider, Travailler en Bretagne” sont les principes fondamentaux que nous revendiquons.

Vivre en Bretagne, c’est pouvoir s’installer sur son territoire, auprès des siens, indépendamment d’une pression immobilière toujours plus grande, et rechercher un certain art de vivre (solidarité, respect…). C’est revendiquer la proximité comme atout fédérateur.

Travailler en Bretagne, c’est refuser la mobilité contrainte  mais au contraire permettre à nos territoires de développer une économie autonome créatrice d’emplois,

Enfin décider en Bretagne, c’est redonner aux citoyens qui y vivent le pouvoir de dire ce qui est important pour leur quotidien et celui de leurs enfants, c’est dénier à un quelconque pouvoir central, très éloigné, le droit de décider à leur place.

La Bretagne  a un potentiel énorme mais le système politique dans lequel elle évolue ne lui permet pas de vivre pleinement ces richesses : rejoignez-nous, pour lui bâtir enfin un avenir à la hauteur  de ce qu’elle mérite.

Savomp a-gevret hon dazont evit Breizh !

Stadañ a reomp (ez) eo bet c’hwitet gant ar stad kreizennelour, -hag e vo c’hwitet ganti c’hoazh- er stourm a-enep d’an dizingalderioù tiriadel, armerzhel, ha kevredigezhel. Pase-mall eo bremañ degas war-wel ur c’hinnig nevez, hini ur rannvroelaat gwirion. Greomp hent asambles, hep na vije ret deomp kenlodiñ pep tra. Ar pep pouezusañ eo kerzhout holl a-gevret war-zu un nebeud palioù resis, palioù a lakaio war evezh hor c’henvroidi , hag a roio ul lañs nevez d’an Emsav. Gant, war verr dermen, ar youl divrall da seveniñ Dael Vreizh, bet roet dezhi ar galloud-lezenniñ ha mererezh an tailhoù war bemp departamant hor bro adunvanet.

Bezomp mistri war hon tiriadoù, ha na laoskomp ket tud Paris da gemer en hol lerc’h an divizoù pennañ ha retañ !

“Bevañ, Divizout, Labourat e Breizh”, sed aze an talvoudoù demokratel omp mennet da zifenn.

Bevañ e Breizh eo gellout en em staliañ e-kichen hor re nesañ, en hor bro, hep bez’ dalc’het gant priz war gresk an douar hag an tiez, ha ren hor buhez diouzh hon doare-ni. ( Kengred, kendoujañs …).

Labourat e Breizh a dalv kement ha bezañ mennet da chom er vro ha taliñ ouzh ar redi lakaet warnomp da fiñval. Ha reiñ tu d’hon tiriadoù da ziorren un ekonomiezh emren, spletus evit an holl ha krouerez pinvidigezhioù.

Hag erfin, divizout e Breizh eo reiñ d’ar geodediz a vez o vevañ enni an droad da reiñ da c’houzout d’an neb a glevo petra eo ar pep pouezusañ war ar pemdez, evito hag evit o bugale. Ha dinac’h ouzh ur galloud kreizennour, ne vern pehini e vefe, nep gwir da zivizout en o anv.