Langue bretonne, dans 10 ans il sera trop tard !

Langue bretonne, dans 10 ans il sera trop tard !

Un courrier vient d’être adressé à Loig Chesnay-Girard, Président de la région Breizh, au sujet de la politique linguistique qui doit être votée en décembre. Le texte est signé par une cinquantaine de structures œuvrant pour la langue bretonne. Le document regroupées sous le titre de « Rouedad ar brezhoneg » est sans ambiguïté. Si des moyens massifs tant humain que financiers ne sont pas engagés, la langue bretonne disparaîtra avec ce siècle.

C’est un véritable miracle si le breton est encore parlé aujourd’hui.

Sans rentrer dans les détails, chacun pourra lire le courrier, c’est un cri d’alarme que lancent ceux qui s’échinent chaque jour pour la langue bretonne. En réalité, au vu de la faiblesse des moyens alloués, c’est un véritable miracle si le breton est encore parlé aujourd’hui.

Un travail immense est accompli par des bénévoles et des salariés têtus et motivés. Mais nous arrivons au bout du système. Et si un vrai choix politique n’est pas fait tout de suite par la région le miracle prendra fin.
Les signataires demandent un véritable plan d’urgence avec un doublement du budget de la langue bretonne dès 2019. Ils espèrent monter symboliquement à 1 % du budget total de la région. Actuellement l’institution régionale consacre moins de 2 € par habitant à la politique linguistique. C’est bien peu au regard des 7 € par habitant pour la langue corse ou des 21 € en Catalogne du Sud.

Nous savons pertinemment que la Région administrative n’a pas les moyens de la Generalitad de Cataluña ou que le gouvernement gallois. C’est pourquoi la demande se limite à un doublement du budget afin d’atteindre 4 € par bretonne ou breton.

En octobre 2016, le Président Chesnay-Girard concluait les assises de la langue bretonne en disant qu’il était d’accord avec l’ensemble des propositions de cette journée. Il partageait même avec la salle le désir de langue bretonne…. Mais que malheureusement il n’y aurait pas un gwenneg de plus car la région n’en a pas les moyens !

La vraie solution passe par une Bretagne autonome

Nous savons que la vraie solution passe par une Bretagne autonome qui pourra faire ses choix sans dépendre des « maîtres de Pariz », mais en attendant des choix sont toujours possibles dans le budget trop faible de la région. Il n’y a pas si longtemps 15 millions d’euros ont été trouvés pour sauver Doux et une filière agricole dépassée, productrice de viande médiocre et destructrice de l’environnement, avec des acteurs mal payés, des producteurs aux ouvriers des usines. Plus récemment c’est 150 000 € en tout qui ont été déboursés par les collectivités pour dérouler le tapis rouge aux bobos parisiens lors du festival de cinéma Politikos à Rennes…

Souhaitons que les élus comprennent qu’il n’est plus temps d’attendre quand tous les acteurs de la langue bretonne tirent la sonnette d’alarme. Quand les Bretonnes et les Bretons expriment lors de la récente enquête TMO qu’ils souhaitent en majorité que des moyens soient alloués au sauvetage de la langue. Quand le Conseil Culturel ou encore la fédération DAO demandent eux aussi un plan d’urgence. Souhaitons que les élus comprennent et qu’ils ne laissent pas notre langue nationale se noyer sans lancer de bouée de sauvetage puis lui donner les moyens de redevenir langue sociétale…. Dans 10 ans il sera trop tard !

FK

 

Brezhoneg, a-benn 10 vloaz e vo re ziwezhat

Ul lizher zo bet skrivet da Loig Chesnay-Girard, Prezidant  Rannvro Breizh diwar benn ar politikerezh yezh a zo da vezañ votet e miz Kerzu. Sklaer eo ar skrid-mañ, kensinet gant 50 framm dindan anv « Rouedad ar brezhoneg », ma ne vez postet diouzhtu doareoù en arc’hant koulz hag e tud e varvo ar yezh e fin ar c’hantved-mañ.

Hep mont war ar munudoù, pep hini a c’hello lenn al lizher, e vez kaset un S.O.S gant ar re a vez o kiañ war ar pemdez evit kas war-raok hor yezh. Evit lâret ar wirionez, o sellet ouzh ar budjet e rank an aozadurioù ober gantañ ez eo ur gwir vurzhud ma vez klevet prechañ brezhoneg c’hoazh e Breizh.

Ul labour divent a vez kaset gant tud mennet ha pennek, met erruet omp e penn an erv, ha ma ne vez ket graet diouzhtu un dibab kreñv gant ar Rannvro ne c’hello ket padout ar burzhud.

Goulennet e vez gant sinerien al lizher e vefe doublet budjed ar brezhoneg e 2019, evit mont goude, evel un arouez, betek 1 % eus budjed ar Rannvro. Betek-henn e post ar framm rannvroel nebeutoc’h eget 2 € dre annezad evit ar yezh. Gwall dreut eo ar peuriñ pa ouezer e vez lakaet 7 € dre Gorsad ha 21 € dre Gatalanad (er su) evit o folitikerezh yezh.
Goût a reomp n’eus ket ar memes araezioù gant Kuzul rannvro Breizh ha gant ar generalitat de Catalunya pe gant gouarnamant Kembre.  Setu perak ne vez goulennet « nemet » doubliñ ar budjed ha mont eta betek 4 € dre Vreizhad.

E miz Here 2016 en doa klozet ar Prezidant Chesnay-Girard breudoù ar brezhoneg en ur lâret e oa a-du krenn gant tout ar pezh a oa bet kinniget, e oa evel an holl er sal tomm-tre ouzh ar brezhoneg… Met siwazh ne vefe ket lakaet ur gwenneg toull ouzhpenn, rak ne oa ket arc’hant a-walc’h gant ar Rannvro !

Goût a reomp emañ ar gwir diskoulm gant ur vro emren a c’hello ober he dibaboù hep bezañ stag ouzh divizoù mistri Pariz

Goût a reomp emañ ar gwir diskoulm gant ur vro emren a c’hello ober he dibaboù hep bezañ stag ouzh divizoù mistri Pariz, met da c’hortoz ez eus dibaboù d’ober e budjed reuzeudik ar Rannvro. N’eus ket keit-se ‘zo e oa bet kavet 15 milion a euroioù evit saveteiñ Doux hag un naoz diamzeriet o produiñ kig yar fall, o saotrañ an douaroù gant an holl dud o labourat en naoz-mañ paeet fall, koulz micherourien an uzinoù hag ar broduerien yer. Tostoc’h ouzhomp c’hoazh e oa bet kavet 150 000 € en holl evit ober brav da boboed Pariz o tont da Roazhon evit ar festival sinema « Politicos »….

Emichañs e vo komprenet an taol mañ eo arabat chom da dortal p’emañ holl mignoned ar brezhoneg o hejañ ar c’hloc’h. Pa embann Breizhiz er sontadeg kaset nevez ‘zo emaint a-du ma vo lakaet muioc’h a wenneien evit ar brezhoneg. Pa vez goulennet ivez ur steuñv a zifrae gant ar C’huzul Sevenadurel pe c’hoazh gant DAO… Emichañs e vo komprenet gant an dilennidi ha ne laoskint ket hor yezh vroadel da veuziñ hep kas ar boue saveteiñ, ha war-lerc’h peadra da adsevel ur yezh kevredigezhel…. A-benn 10 vloaz e vo re ziwezhat !

 

FK