Prest eo Rannvro Vreizh da bostañ arc’hant evit saveteiñ iliz-veur Notre Dame, hag evit hor yezh, pegement ?
Prest eo Prezidant Rannvro Vreizh da reiñ arc’hant evit adsevel iliz-veur Notre Dame !
Penaos’ta ? chom a rafe neuze ur gwenneg bennak er Rannvro ? souezhus eo ! peogwir bep wech ma vez goulennet arc’hant ouzhpenn gant ar c’hevredigezhioù evit saveteiñ ha diorren ar brezhoneg e vez respontet dezho ingal n’eus ket peadra, n’eus ket mui peadra : E gwirionez, ez eus arc’hant, evel just , nemet n’eo ket bet rakwelet morse d’e bostañ evit ar brezhoneg.
Et en français ci-dessous …